An treuzdougen boutin
KorriGo, kartenn ar beajoù hag ar servijoù e Breizh
Gant KorriGo eo aesoc’h mont gant an treuzdougen boutin er rannvro, gant ur gartenn hepken hag a c’hall bezañ implijet war an 12 rouedad keveler e Breizh
E-barzh ur skor hepken e c’haller kargañ teulioù treuzdougen evit ar rouedad THR BreizhGo, ar c’hirri-boutin BreizhGo en Il-ha-Gwilen, ar rouedadoù-kêr STAR e Roazhon Meurgêr, IZILO en Oriant Tolpad, QUB e Kemper Breizh-Izel, Bibus e Brest Meurgêr, TUB e Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù, MAT e Sant-Maloù Tolpad-kêrioù, TBK e Kemperle Kumuniezh, Gwengamp Pempoull Monedone e Gwengamp-Pempoull Tolpad-kêrioù, SURF e Felger Tolpad-kêrioù, Distribus e Lambal Douar ha Mor ha KICEO e Mor Bihan Gwened Tolpad.
© L'oeil de Paco
NOTA : Ar gartenn KorriGo a ranker talvoudañ dre ret pa bigner er bus, en tramgarr, er c’harr-boutin hag a-raok pignat e-barzh an tren, ar fungarr pe ar metro !