Krouiñ ma c'hartenn
KorriGo, kartenn ar beajoù hag ar servijoù e Breizh !
© Charles Crie
Ar gartenn KorriGo zo ur gartenn bersonel ha war hoc’h anv, ganti e c’hallit implijout tost an holl rouedadoù treuzdougen ha kalz a servijoù publik all e pep lec’h e Breizh.
Ar perzhioù mat :
- Digoust eo (krouiñ hag adneveziñ)
- Padout a ra 7 vloaz
- N’eus tamm teul paper ebet ken
- Ganti e c’haller implijout servijoù fiñvusted : parklec’hioù, gwaskedoù evit divrodegoù, beloioù emservij ha kirri kenlodet…
- Ganti e c’haller, e kêrioù zo, implijout servijoù ar vuhez pemdez : levraouegoù, poulloù-neuial, adkargañ ar c’hirri tredan…
Penaos krouiñ ma c’hartenn KorriGo ?
Evit ar goulenn kentañ e c’hallit :
- Mont da ajañs ho rouedad pe d’un stal KorriGo (e tiez-gar Roazhon ha Sant-Brieg)
- Ober ar goulenn enlinenn war-eeun e lec’hienn ho rouedad
Dibab a ran ar rouedad treuzdougen a implijan da gustum hag urzhiadiñ a ran ma c’hartenn KorriGo enlinenn war-eeun !
Saint-Malo |
Brest |
Région Bretagne |
Lamballe |
Guingamp / Paimpol |
Lorient |
Vannes
|
Quimper |
Rennes |
Fougères |
Quimperlé |
Saint-Brieuc |
Ar postoù krouiñ kartennoù
Ho kartenn KorriGo a c’hallit kaout gant ur post krouiñ kartennoù KorriGo ivez. Er mareoù-mañ emeur oc’h ober un taol-arnod en Il-ha-Gwilen gant postoù krouiñ kartennoù hag a c’hall an dud krouiñ o c’hartenn ganto e servijoù d’an dud e Roazhon Meurgêr.
Lenn Penndivizoù Implijout ar postoù krouiñ kartennoù.
Ar rummadoù kartennoù Korrigo
Daou rummad kartennoù KorriGo zo :
- Ar gartenn KorriGo Servijoù war hoc’h anv : hoc’h anv, anv-bihan hag ur poltred a vo moullet war ar gartenn, enrollet e vo ho profil enni ha miret e vo ar roadennoù-se e diaz-roadennoù ar rouedad treuzdougen m’eo bet krouet ho kartenn KorriGo abalamour da sevel ur fichenn bratik.
- Ar gartenn-disklêriañ KorriGo Servijoù : hoc’h anv, anv-bihan hag ur potlred a vo moullet war ar gartenn hag enrollet e vo ho profil enni met ar roadennoù-se ne vint ket miret gant ar rouedad treuzdougen m’eo bet krouet ho kartenn abalamour da sevel ur fichenn bratik. Taolit evezh : ma vez kollet pe laeret ur gartenn-disklêriañ ne c’hallo ket ar pezh a oa enni bezañ adkavet, neuze e vo kollet an teulioù treuzdougen ganeoc’h.
Penaos adneveziñ ma c’hartenn?
Pa vez erru ho kartenn e fin he zalvoudegezh (goude 7 vloaz) eo digoust an adneveziñ, a zo da vezañ graet gant ho rouedad kustum..
Muioc’h a ditouroù AMAÑ ma vez bet kollet pe laeret ho kartenn