Servijoù ar pemdez : Parkañ ma belo
Parkañ ur c’harr pe ur velo gant KorriGo : Bec’h dezhi !
© Thomas Crabot
Gant ho kartenn KorriGo e c’hallit parkañ ho karr pe ho pelo evel ma fell deoc’h, en un doare aes, er gar, er parklec’hioù eskemm hag er parklec’hioù e kreiz-kêr zoken.
Amañ dindan e kavoc’h kement ho peus ezhomm da c’houzout evit implijout ar servijoù-se.
- KorriGo ha parkañ er gar.
- 3 farklec’h digoust a c’hall bezañ implijet gant ar goumananterien THR BreizhGo (Sant-Brieg, Gwengamp ha Montroulez).
- Ar parklec’hioù-se zo suraet gant ur gloued ha gallout a reont bezañ implijet sul-ouel-pemdez ha noz-deiz.
Evit gallout mont e-barzh e rank ar beajour kaout ur gartenn KorriGo gant ur c’houmanant THR BreizhGo e talvoud ha bezañ enskrivet er servij.
=> Evit gouzout hiroc’h war ar servij-se, klikañ AMAÑ
- KorriGo hag ar gwaskedoù beloioù suraet er garioù
Gwaskedoù beloioù KorriGo suraet a c’hallit kavout e kalz garioù e Breizh.
Ar goumananterien THR BreizhGo ganto ur gartenn KorriGo a c’hall lakaat o anv evit implijout anezho, amañ dindan e kavoc’h ar roll eus ar gwaskedoù beloioù suraet ha kement a zo da c’houzout evit gallout ober ganto.
=> Evit gouzout hiroc’h war an tiez-gar enno gwaskedoù suraet, klikañ AMAÑ
- KorriGo ha parkañ e Roazhon
Ar parklec’hioù eskemm er rouedad STAR (P+E) : parklec'h eskemm
Ar parklec’hioù eskemm (P+E) zo digoust ha miret int evit implijerien ar rouedad STAR .
Evit mont kuit eus ar parklec’h n’ho peus nemet diskouez ho kartenn KorriGo pe un teul treuzdougen bet talvoudet un eur zo d’ar muiañ.
E parklec’hioù eskemm ar rouedad STAR ez eus ivez logelloù evit parkañ ar beloioù. Digoust int met ret eo en em enskrivañ en a-raok.
=> Evit gouzout hiroc’h war mont en-dro ar P+E e Roazhon, gwelet er Stal KorriGo pe e star.fr
Ar parkañ beloioù suraet :
c-park-les-gayeulles.jpgUr wech m’oc’h enskrivet e c’hallit, gangt ho kartenn KorriGo, mont e-barzh ar 17 park-beloioù suraet « C-Park Vélo » a zo e Roazhon Meurgêr.
Ar parkoù-beloioù-se a vez digor sul-ouel-pemdez ha noz-deiz, war an hentoù hag e parklec’hioù ar c’hirri e Roazhon, hag aes int da gavout gant o merkoù melen ha du.
=> Evit gouzout hiroc’h, gwelet e c-park.fr
- KorriGo ha parkañ e Brest
Parklec’hioù eskemm ar rouedad BIBUS (P+E) :
Ar parklec’hioù eskemm (P+E) zo digoust ha miret int evit implijerien ar rouedad BIBUS.
Evit mont kuit eus ar parklec’h n’ho peus nemet diskouez ho kartenn KorriGo pe un teul treuzdougen bet talvoudet un eur zo d’ar muiañ.
E parklec’hioù eskemm ar rouedad STAR ez eus ivez logelloù evit parkañ ar beloioù, dindan divizoù zo.
- KorriGo ha parkañ e Kemper
Implijout ar parklec’h eskemm e Kroaz ar Gardian zo aes ha digoust, hag ac’hano e c’haller mont betek kreiz-kêr Kemper dindan 10 munut, kuit da chom stanket war an hent ha da gaout poan o kavout ur plas evit parkañ.