Servijoù ar pemdez : Parkañ ma c’harr
Parkañ ma c’harr gant KorriGo
Gant ho kartenn KorriGo e c’hallit parkañ ho karr en un doare aes, er gar, er parklec’hioù eskemm hag er parklec’hioù e kreiz-kêr zoken.
- Er garioù e Breizh
- 3 farklec’h digoust a c’hall bezañ implijet gant ar goumananterien THR BreizhGo (Sant-Brieg, Gwengamp ha Montroulez).
- Ar parklec’hioù-se zo suraet gant ur gloued ha gallout a reont bezañ implijet sul-ouel-pemdez ha noz-deiz.
Evit mont e-barzh e rank ar beajour kaout ur gartenn KorriGo gant ur c’houmanant THR BreizhGo e talvoud ha bezañ enskrivet er servij.
+ a ditouroù war ar parklec’hioù er garioù THR BreizhGo
- E Parklec’hioù Eskemm (P+E) ar rouedad STAR e Roazhon
Ar parklec’hioù eskemm (P+E) zo digoust ha miret int evit implijerien ar rouedad STAR.
Evit mont kuit eus ar parklec’h n’ho peus nemet diskouez ho kartenn KorriGo pe un teul treuzdougen bet talvoudet un eur zo d’ar muiañ.
E parklec’hioù eskemm ar rouedad STAR ez eus ivez logelloù evit parkañ ar beloioù. Digoust int met ret eo en em enskrivañ a-raok.
+ a ditouroù war ar Parklec’hioù Eskemm STAR
- E Parklec’hioù Eskemm (P+E) ar rouedad BIBUS e Brest
Ar parklec’hioù eskemm (P+E) zo digoust ha miret int evit implijerien ar rouedad BIBUS.
Evit mont kuit eus ar parklec’h n’ho peus nemet diskouez ho kartenn KorriGo pe un teul treuzdougen bet talvoudet un eur zo d’ar muiañ.
E parklec’hioù eskemm ar rouedad BIBUS ez eus ivez logelloù evit parkañ ar beloioù. Digoust int met ret eo en em enskrivañ a-raok.
+ a ditouroù war ar Parklec’hioù Eskemm BIBUS
- E Parklec’hioù Eskemm (P+E) ar rouedad QUB e Kemper
Implijout ar parklec’h eskemm e Kroaz ar Gardian zo aes ha digoust, hag ac’hano e c’haller mont betek kreiz-kêr Kemper dindan 10 munutenn, kuit da chom stanket war an hent ha da gaout poan o kavout ur plas evit parkañ.