Servijoù ar pemdez : Stalioù KorriGo
Stalioù KorriGo
Lec’hioù liesvod deoc’h da c’houzout hiroc’h war ar c’hinnigoù hag ar servijoù a c’hallit kaout dre ar gartenn KorriGo.
Da gavout e Roazhon hag e Sant-Brieg, ma vioc’h degemeret gant kuzulierien evit :
- krouiñ pe adkargañ ho kartenn KorriGo,
- prenañ ho teulioù treuzdougen (THR, Bus, Karr-boutin BreizhGo…),
- sikour ac’hanoc’h en ho tifraeoù,
- titouriñ ac’hanoc’h war ar c’hinnigoù mont-dont ha servijoù kevelerien KorriGo.
E Roazhon :
Emañ ar Stal KorriGo el liveoù -1 ha 0 en ti-gar.
- Stal KorriGo live -1 : emañ en ti-gar e-kichen mont-tre ar Metro, digor eus al Lun d’ar Sadorn, etre 7e vintin hag 8e noz.
- Stal KorriGo live 0 : emañ e-kichen mont-tre an ti-gar er Reter, eus tu gar ar c’hirri-boutin, digor eus al Lun d’ar Sadorn etre 7e vintin hag 8e noz ha d’ar Sul etre 1e goude kreisteiz hag 8e noz.
E Sant-Brieg :
Emañ ar Stal KorriGo en ti-gar, digor eus al Lun d’ar Gwener etre 9e30 hag 1e, hag etre 2e45 ha 6e30.
Hag emeur e-sell da zigeriñ stalioù KorriGo all, kelaouiñ a raimp ac’hanoc’h evel-just !
Petra zo da brenañ petra enno ?
Dans l’Espace KorriGo en gare de Saint-Brieuc |
Dans l’Espace KorriGo en gare de Rennes |
Vente de titres : - TER BreizhGo - Réseau TUB - Cars BreizhGo en Côtes d’Armor et la ligne interdépartementale St Brieuc-Vannes/Lorient - Titres unitaires et carnets de 10 tickets du réseau STAR de Rennes Métropole |
Vente de titres : - TER BreizhGo - Cars BreizhGo en Ille-et-Vilaine et la ligne interdépartementale Rennes-Loudéac/Pontivy - Réseau STAR - Les titres unitaires et carnets de 10 tickets du réseau TUB de St Brieuc Armor Agglomération - Titres des cars longues distances (BlaBlaCar et FlixBus) - Uniquement à l'espace KorriGo Niveau 0 de la gare |